Ar ratatouille (ger gallek deuet eus ar ger okitanek ratatolha) zo ur meuz eus korn-bro Nisa met anavezet eo e Provañs a-bezh.
Bez’ eo ur meskad legumaj poazhet gant eoul olivez. Ennañ e kaver berjinez, ognon, kourjetez, skilbebr, tomatez ha kignen. Meur a zoare zo da fardañ ratatouille : gallout a reer pe poazhañ al legumaj a-gevret pe poazhañ pep hini anezho disparti a-raok o meskañ.